" 'Vel ma vin ", albom folk nevez Brieg Gerveno
Gant ar c'haner ha soner Brieg Gerveno deus mikro Erwan BLañchard selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Lezenn da cheñch ar sistem leve : Kazi 500 000 tonenn ed a zo stanket er porzhioù gall gant an oberenn "porzh marv" ; An tu kleiz hag an ekolojisted o deus embannet o c'hinnig chenchamant sistem leve dezho, daou zevezh a-raog ma vefe kinniget hini ar gouarnamant dirag kuzul ar vinistred ; Daou zen sindiket ha labourerien ar stal Enedis a zo bet lakaet dindan ensell evit bezañ troc'het tredan ur stal Seveso e bro zDordogn. Brexit : tri bloaz goude m'o defe tud Breizh-Veur votet evit mont maez deus an Unvaniezh Europad, eo bet votet an emglev gant ar Parlamant breizhveuriad dimerc'her d'abardaez. Lezenn Bioetek : votet zo bet gant ar Sened e vo aotreet an holl vaouezed da gaout bugale dre bPMA e Frañs. Ne vo ket restaolet koulskoude ken evit ar maouezed ha n'hellont ket kaout bugale evit abegoù mezegel.