Nebeutoc'h a fiksionoł radio, mont war zu an « odio », postoł labour fiziet e stalioł prevez, muioc'h muiań a abadennoł kozh adksignet... Setu taolenn nec'hus bed ar radio publik livet deomp en abadenn an Divskouarn o Nijal hiriv. E kreiz ul luskad sokial da stourm enep ar steuńv nevez bet savet gant ar renouriezh emań an holl aozadurioł sindikel er mare-mań.

Dibaoe un nebeut bloavezhioł e vez digresket ar yalc'hadoł roet d'ar radioioł publik gant ar Stad, ha diwar an digarez-se e vez klasket gant ar renouriezh " neveziń " ar modoł d'ober. Ha savet gant ar batronez Sibyle Veil ur " Projet 2022 " a zoare evit Radio Frańs. 60 million a euroioł a ranker kavout ac'hann ar bloavezh 2022 evit he raktres. Postoł labour nebeutoc'h a zo da vezań neuze evel just, a-benn esperniań kement-se argant. Ha diaboe ar 25 a viz Du emań an implijidi gant harzoł-labour.

Tudi Kreker a zo kazetenner en ti Frańs Bleu Breizh Izel, hag ezel ar sindikad CGT.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :