Setu un abadenn ąr-eeun hag Karaez, kaset get animatourion ar radioioł e brezhoneg, kelennerion ha liseidi Karaez. Un euriad bemdeiz ąg ar gwener beteg ar sul da reiń deoc'h un tańvań ąg brasań gouel Breizh.

Julien Marzin a labour evit ar Fiselerezh, asamblez get tud all e ra ąr-dro leurenn Gwernig Gouel an Erer Kozh, deuet eo da eskemm e-pad an abadenn, a-zivoud ar leurenn ispisial-se hag a ro an tu d'an arvesterion dont da welet strolladoł brav n'int ket anavezet e Breizh. Selaouit da 5' en enrolladenn a-us.

Frańsoaz Nyssen, ministrez ar sevenadur e gouarnamant bro Frańs a zo deuet beteg Karaez, setu m'o deus sourmerion evit ar brezhoneg en em vodet e kreiz-kźr Karaez digwener vitin, ha goulennet un emgav ganti. Muioc'h da c'houzout adal 16' get reportaj Tunvezh Wloagen-Grandjean.

Bollywood, setu tem an Erer Kozh ar bloaz 'mań, hag ar strollad n'oe sonet an hini gentań diriaou a zo Olli and the Bollywood Orchestra. Setu ur raktres get Ollivier Leroy ha sonerion ąg ar Stadoł-Unanet hag deus India. Aterset hon oe anezho e saozneg, troet an traoł e brezhoneg, da 26'.

Skipailh lise Diwan n'oe labouret start ar bloaz 'mań, ha Jeanne, Dewi, Maina ha Janette a zo aet a-hed ar festival da zastum mouezhioł an dud. Heńchet e oent get Yann-Ildut Galliou ha Tangi An Drev, kelennerion ąr ar brezhoneg hag ar fizik-kimiezh, bet cheńchet kasketenn evit 4 devezh da vezań reportajourion radio. Dom Duff n'oe darempredet gete. Aet int ivez da welet Paolig, Anna ha Lomig, arvesterion er gouel. Selaouit da 35'.

Yann-Bźr Gwiader n'oe tapet e enroller ivez da vont da welet bochad tud er gouel, en o zouez Vincent Abaziou, eil-maer en ti-kźr Karaez. Setu un doare da zistreiń ąr istoer ar gouel hag e blas er vro. Selaouit an atersadenn da 46'.

Un abadenn kinniget get RKB, RBG ha Radio Kerne.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :