Feuket eo Lig Gwirio¨ Bugel-Den (LDH) Penn-ar-Bed, ur wezh c'hoazh, dirak doareo¨ ar prefed. N'eo ket kustum e vefe aesaet an trao¨ ganta˝ d'ar repuidi o c'houlenn bod e bro C'hall, met evit ar familh-se deus bro Azerbaidjan e vefe aet re bell ganti. Kaset ha degaset e vez anezho dibaoe teir sizhun a gŕr da gŕr, a hostel da hostel, etre Brest, Montroulez ha Kemperle, a wezho¨ diwezhat d'abardaez. Ouzhpenn Lig Gwirio¨ Bugel-Den a zo bet feuket gant an afer. Selvij ar sikourio¨ 115 a heulie o doser e Brest a zo en em lakaet e harz-labour dilun ha dimeurzh evit deusken o enebiezh da zoareo¨ ar prefed. Krizoc'h e seblant beza˝ o stad sur-walc'h pa ouier zo kaoz aze deus ur familh tri bugel, an hini kenta˝ gant kudenno¨ kalon, an eil kla˝v gant un trizomi, hag an trede krouadur bihan c'hoazh. Lojet dibaoe ur sizhunvezh en un hostel deus kŕr Gemperle, graet vez brema˝ war o zro gant tud a bolontez-vat an LDH. Mari 'n Du a zo ezelez ar gevredigezh, a gont penaos eo int 'n eus renket kas ar familh azeri da Roazhon dimeurzh evit dezho gellet sevel o goulenn bod. An eil gwezh voe dezho mont da Roazhon, pa oa bet nullet an emgav kenta˝ d'ar mare diwezha˝ ur sizhunvezh 'zo...

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :