Abaoe 8 vloaz 'zo stourmet a-enep ar raktres sevel un uzin d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio. 'Pezh n'a ket d'ar Stad, d'ar Rannvro ha d'ar prefed. Memestra 'oa roet la˝s d'al labourio¨ penn kenta˝ ar bloaz-ma˝ gant Total-Direct-Energie 'zo bet fiziet enni sevel an uzin 'brodufe beket 400 megawatt ha mirout eus ur black-out tredan c'hoarvezout 'ba Breizh. Ur wech savet ar greizenn 'yafe 50 million a euroio¨ bep bloaz gant Total-DirectEnergie, kement-ma˝ 'pad ugent vloaz. War greski˝ ya ar gwask war ar re 'zo a-enep ar greizenn. Abaoe penn kenta˝ ar bloaz 'zo kaset muioc'h mui a dud d'an archerdi 'ba Landivizio 'vit bout goulennataet kar stanket 'neunt un hentig 'zo war bord an dachenn lec'h 'ma 'vo, sanset, savet ar greizenn 'pad un eurvezh bennaket. Meven 'yaio da lez-varn 'ba Brest 'benn ar 4 a viz Foenn. Muioc'h a displegadenno¨ ganta˝ ouzh mikwo Erwan Blanchard.
D'ar 4 a viz Foenn 'yaio Meven d'al lez varn. Un devezh souten 'vo aozet 'ba Brest adalek 1e30 goude merenn. Kenkas 'vefe goulennet ganta˝ hag e gamaladed paea˝ ur c'hastiz 'vo ur gouel 'ba karter Sant-Martin 'vit dastum arc'hant.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :