« Allée des Albatros » e plas « Allez al Liorzh Plouz », « Le Vernig » e plas « Ar Wernig », gant kumunioł 'zo 'ba Breizh Izel zo bet kaset politikerezhioł gallekaat an anvioł lec'h nevez 'zo, evel e Terrug pe 'ba Pleiben. Droug o deus bet daoulagad ha kalon ar vrezhonegerien. Diwar lusk ar c'hevredigezhioł Eost, Kevre Breizh hag ar Falz-Skol Vreizh, 'neunt kant arzour, skiantour pe c'hoazh kevredigezh sevenadurel, sinet ur galv da vont enep ar gallekadur. Alan Stivell, Annie Ebrel, Gilles Servat, Tri Yann, Dan ar Braz, Nolwen Korbell, Erik Marchand, Denez, Gwennyn, pe c'hoazh Krismenn a c'halv da vont da vanifestiń e Terrug a-benn disadorn evit difenn istor ha lieseurted ar sevenadur 'ba Breizh. N'eo ket ar wech kentań 'zo kaset seurt politikerezh gant an tiez-kźr, ha bec'h 'oe bet 10 vloaz 'zo dija etre difennerien ar yezh ha dilennidi. Bep wech e vez displeget ar gallekadur dre wask an iństitusionoł evel an ti-post pe an IGPN, hag a c'houlennfe mont war zu ar galleg.
Ar c'haner Armel an Hejer 'n eus sinet a lizher eń e-unan...
Diskinnig : Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean. Ur pik-nik stourm bras a vo dalc'het e Terrug neuze a-benn disadorn da greistez, war aod Traezh Beleg. Pep hini a c'hell degas boued gantań pe ganti, peadra da gouronkań m'emań ar c'hoant aze ivez, ha binviji sonerezh evit ar fest-deiz !

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :