E penn kenta˝ ar sizhun 'noa embannet an Aja˝s Europad 'vit an En-dro kartenno¨ da diskouezh peseurt tachenno¨ c'hallfe bout beuzet gant ar mor en amzer da zont 'blam da dommadur an hin. Kartenno¨ savet diwar studiadenno¨ graet gant ar Giec. En Europa an hanternoz ema˝ ar broio¨ lec'h 'zo ar muia˝ a za˝jerio¨ 'vefe beuzet alies tre lodenno¨ eus an arvor 'benn ar bloavezh 2100. 'Ba Breizh 'vez soursiet eus ar gudenn-se ivez.
'Ba Gwiseni, da skouer, 'zo kaset ul labour da studia˝ ar mod ma che˝ch an aod dibaoe ur pempzek vloaz bennaket. Tost bemdez 'pa 'zo devezhio¨ gant reverzhi bras 'vez eveshaet dig ha tevinier ar C'hurnig. Al labour-se 'vez kaset gant Nicolas Loncle, 'zo karget a gefridi Natura 2000. 'Vita˝, en em so˝jal war dem ar morio¨ o sevel n'eo ket nevez 'ba hanter noz Bro-Leon. Deus mikro Erwan Blanchard.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :