Digresket eo kalz an niver a festivalioł e-pad an hańv e pep lec'h er bed ablamour da enkadenn ar c'hleńved red kovid 19. N'eo ket aes d'an aozerien derc'hel penn d'ar virus gant ar mod ma zeu da vezań luziet aozań gouelioł. Ar sizhun ziwezhań oa bet dalc'het ar festival « Spectacle de Grand chemin » e kreisteiz Bro Frańs e kumun Axe les Thermes en Ariege. N'eo ket bet simpl d'an aozerien lakaat e pleustr an urzhioł roet gant ar prefeti war prantad ar festival hag a oa dalc'het etre an 29 a viz Gouere hag ar c'hentań a viz Eost. Anton Cabon a zo o vakańsi en Ariege, kemeret en doa perzh er Festival lec'h ma oa ret d'an dud gwiskań ur maskl. Displegadennoł gantań deus mikro Neven Penneg.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :