Joseph Ferdinand Cheval, anavezetoc'h dindan an anvio¨ Ferdinand Cheval ha facteur Cheval (19 a viz Ebrel 1836 e Charmes-sur-l'Herbasse, Dr˘me � 19 a viz Eost 1924 e Hauterives) a oa ur paotr al lizhero¨ hag a gasas 33 bloaz eus e vuhez o sevel e ź Balez peurvat ╗ hag eizh bloaz ouzhpenn o sevel e vez. An daou savadur-se a vez gwelet evel pennoberenno¨ al luskad anvet savouriezh eeunek.
Meulet eo bet ar savadur azalek ar bloavezhio¨ 1930 gant arzourien evel Pablo Picasso pe AndrÚ Breton (hag izili al luskad dreistrealour dre vras). Lakaet eo bet da vonumant istorel e 1969, hag AndrÚ Malraux a lavaras e oa ar skouer nemeti eus an arz eeunek. Bez an didrouz hag an diskuizh difin a voe enskrivet war roll ouzhpenn ar monumanto¨ istorel e 1975.
Ar Palez peurvat a vez gwelet evel skouer genta˝ ul luskad anvet endroio¨ arz. Studiet eo bet al luskad-se ken abred hag e 1962 [1], hag hiziv an deiz ez eo brudet er bed a-bezh. Liammet eo ivez ouzh luskad an arz garv. Meur a arzour evel Robert Tatin pe Niki de Saint-Phalle a zo bet awenet gant ar Palez peurvat.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :