Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Amañ ha pelloc'h

hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti

Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'hioù a faota da vrezhonegerion/-ezed 'zo hon lakaat da zizoloiñ.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.

46 munut

Abadenn diwezhañ 30.11.2019

Mirdi Kompagnunezh an Indez

Gant : Gwenc'hlan Broudic

Enora Molac ambrouget get Gwenc'hlan Broudic zo bet o welet mirdi Kompagnunezh an Indez e Porzh Loeiz

Kas ur gemennadenn