Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Sinema

Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da reiñ deomp ali ha sklerijenn àr ar filmoù nevez da welet er salioù. Un digarez da brederiañ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.

5 munut

Abadenn diwezhañ 07.04.2017

Mon lapin bleu

SIN-170407-MON LAPIN BLEU/AL LAPIN A C'HALOUP BEPRED.docx

MON LAPIN BLEU
& AL LAPIN A C'HALOUP BEPRED
Daou film sevenet gant : Gérard Alle (2013 & 2016).
Gant : Yvonne, Yann Bijer (1h30).

Goude boud bet é vale-bro gant filmoù a beb sort ar mizioù tremenet, setu ma oa daet un dregont a dud da sine-kleub An Alrae evid distroiñ d'o bro. Ha ne oa ket ne vern pesort korn-bro : ar Vro Vigoudenn, mar plij genoc'h ! Ha petra zo kaoz e vehe ar Vro Vigoudenn trawalc'h a lufr ganti evid dedennañ Gwenediz ? Daou zarvoud divoutin : portred Ivona, un davarnourez 80 vloaz, ha donedigezh Yann Bijer evid an debat da-heul. Yann Bijer, ur skrivagner brezhoneg e ta e sterenn da skediñ muioc'h-mui e bed ar Vrezhonegerion a oui lenn c'hoazh. Kouviet e oa bet Yann Bijer gant Ti Douar Alre da gomz ag an eil film, pandeogwir e oa bet filmet gant Gérard Alle pa oa bet éc'h atersiñ Ivona. Mez krogomp gant ar penn kentañ.
Anavoud a rit Pouldreuzig ? Gant ar Pâté Henaff ! Ha Pêr-Jakez Helias ! Alkent ! Mez marse n'anavit ket Ivona, Ivona an davarnourez-filozofourez en davarn Le lapin Bleu ? E berr-gomzoù, setu ur plac'h he doa kuitaet he farrez evid moned da foetiñ bro ha daet en-dro da zerc'hel tavarn paset hanter-c'hant vloaz dezhi. Un davarn just war bord an hempraz, anavet dreist-oll gant tud ar vro. Un davarn a-sort gant ar re a veze gwelet gwezharall e Breizh a-bezh, tavarnioù dalc'het gant maouezi, intañvezed d'ar liesañ. Tavarnioù a-sort-se a veze kavet stank er bourc'hioù. En Arzh e oa bet beteg unneg anezhe. A vitin ha beteg an enderw-noz n'arreste ket ar bratiked a zoned da eved o buhez (hag a veze ruz, m'hel lâr deoc'h). Gouied a rae an davarnourez kargañ o gwerennoù uhelloc'h eged ar bord, ha ne grede ket d'an evourion krogiñ enne : evid tennañ ar lonkad kentañ e vezent gwelet é tostaad o begoù difonn-kàer douzh lein o gwerennadoù, o daouarn gante a-dreñv o c'heinoù, hag é trempiñ gant aket o diwweuz er gwad santel heb koll an disterrañ tapenn. Hag a lonkad da lonkad e tiskenne live ar gwin er gwerennoù, ha soñj 'm eus c'hoazh penaoz e veze skarzhet ar re-mañ en un taol, pa chome gwin beteg ogozig an hanter ag ar gwer c'hoazh. Petra faota deoc'h tudoù : foñsoù ar gwer-se ne vezent ket plad, mez tre evel foñs ur gern, pe foñs un avouilhet, ha trawalc'h a veze ag ur lonkad evid kas an evour da c'houlenn un taol arall !
Ar pezh a zo gant Ivona, hi n'eo ket evel an tavarnourezed am boa bet tro da anavoud. Gant ar film e welomp pegen desket eo. Lennet he deus kalz, a-dreuz hag a-hed. Platon, Pline, Voltaire, levroù medisinouriezh, pennadoù journalioù a beb sort. Anavoud a ra krennlavarioù ha frazennoù aez da zistrip etre daou dasad kafe. Mez dreist-oll e oui Ivona penaoz silañ he gouiañs e-mesk he fratiked. "Evel ma lâre Platon..." ha plijoud a ra dezhe. Tavarnioù hiziw c'hoazh a c'hell boud ur repu evid meur a zen. Eno e vez kavet diwskouarnoù prest da resev ho poan-kalon ha da chelaou douzh hoc'h istoerioù-karantez kamm. Ivona oa aze ha vad a rae d'an dud.
Tennet en deus Gérard Alle ur portred leun a fent ag an davarnourez dibar-se, gouest da lakad an arvesterion da c'hoarzhed, ur bourd. En eil film e oa bet goulennet gant Yann Bijer, Bigouter ive, da zoned da sontañ muioc'h, e brezhoneg, kalon ha buhez ar fenomen mez diaez e oa bet dezhañ, a lâre d'an dud goude ar film, da dapoud ar gaoz ganti. Ivona, daoust ma he doa klozet he zavarn, e faote dezhi chomel mestrez war he c'homz ! Setu daou film a chomo sur evel un teñzorig evid an amzer da zoned...
Jean-Claude Le Ruyet.20170407a.206F.