Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Fiksion radiofonek

Asambles gant Teatr Piba ha Dizale en deus krouet Radio Kerne fiksionoù radiofonek, oberennoù troet e brezhoneg, c'hoariet war al leurenn ha skignet war-eeun war hon gwagennoù.

54 munut

Abadenn diwezhañ 06.07.2018

Maen Brest

E diskarr-amzer 2016 e oa bet aterset ganeomp merc'hed ha gwazed eus Brest, erruet eno goude bezañ bet rediet da dec'hel kuit eus o bro dezho. O zestenioù a zo an diell a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Un abadenn faltazi neuze eo ivez Maen Brest, rak skrivet eo bet tro-dro d'un dudenn ijinet, hag a ra ul liamm etre ar vuhez pemdeziek e Breizh hag an testenioù kreñv bet fizhiet deomp. Un dudenn a c'hellfe bezañ gwelet evel un test eus ur rummad, hag a zo o klask he hent er bed post-sarkozyste-mañ, e kreiz ur c'hornwezh eus ar mediaoù hag arbennoù denel... Gwiadiñ ar yezhoù, kejañ ha degemer an dud a vefe marteze un doare da grouiñ ha desevel ar pep pouezusañ er vuhez : ar garantez hag ar vignoniezh ?
Renerezh arzel : Stéphanie Coquillon
Skrivañ : Armel Veilhan ha Stéphanie Coquillon
Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourgès
C'hoari : Marion Gwenn
Krouiñ ar son : Marie Guérin
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Penn sonerezh : Karantez eus Damas, Suhaib Julian.
Trugarekaat :
Trugarez c'hoazh hag adarre, d'an dud o deus fiziet ac'hanomp gant o zestenioù.
Trugarez vras da La Quincaille, Ti Kêr Lokmikaelig, Liberté-Syrie 29, la Ligue des Droits de l'Homme Brest, Le Maquis, Cie Derezo, El Maout - Guimol Dru Band, Tristan an Nedeleg, Youn Kamm, Ewen Briant, Jil Pennec, Marie-Laure Breton, Achille Berthou.