Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ar vandenn

"Ar vandenn" zo un digarez kaer da glevet traoù a bep seurt hag a zo bet skignet war RKB abaoe ma zo deus ar radio. Un tamm diboultrennañ zo graet d'an dielloù kement ha reiñ da glevet istor ha sevenadur Kreiz Breizh ha Treger dre ur brezhoneg c'hwek evel-just ! Bep Sul da greisteiz, adskignet d'ar Yaou da 8 eur noz.
Kinniget gant Derv Huellou ha Tomaz Laken

29 munut

Abadenn diwezhañ 24.02.2019

Kontadennoù galaoueg

Gant : Maria Margeau, Ao. Galern, It. Marsouin

Chañchamp bro un tamm! E 1987 oa bet aozet ur c'honkour kontadennoù gant ar CMB. Gourfenn departamant Aodoù an Arvor oa bet e Mur, gant kontadennoù en brezhoneg, galaoueg ha galleg. Setu amañ darn deus ar re en galaoueg.