Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ribine Records

Miksoù ar gevredigezh elektro Ribine Records

59 munut

Abadenn diwezhañ 15.11.2020

Ribines Records : Cool Kit

Cool kit arzourez disuj bed queer Bro-Naoned a oar sublimañ an doareoù sonerezh ha kendeuziñ anezho evit krouiñ he sonerezh dezhi.
He setoù bouetet gant tonioù disco a ya da flourañ he zempoioù betek bezañ nec'hus a-wechou. Stekiñ a ra al luskoù aheurtet hag ar sonennoù birvidik an eil ouzh ar re all en ur vorteks peurvad.
Cool Kit a zisamm energiezh ha diroll an dud gant nerzh arrouezus he sonerezh. Ur bedadenn d'an diskar d'ar c'horfoù, da wallegezh ar bezañs hag an-unan.
Er fin e kouezh bepred ar vragerisoù ha pa n'eo ket he hini a zo kouezhet da gentañ.