Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Bac'het en ti

An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ.
Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc'het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon 'neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c'hellemp staliañ er gêr. Kalite ar son ne vo ket ken uhel anat deoc'h met a-drugarez d'an teknologiezhioù hiniennel a zo a galite uheloc'h uhelañ e c'hellimp kinnig deoc'h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù a-bep seurt en hantereurvezh abadenn-mañ.

60 munut

Abadenn diwezhañ 29.05.2020

Adkroget ganti #5

Adkroget ganti an abadenn gant Radio Naoned ha Radio Kerne.
Stummadurioù kelenn gant Yann-Fulup Dupuy ha Patricia Chorley-Heinot
Efed an enkadenn yec'hed er c'humunioù gant Henri Goardon, maer Goulien
Stummadur war ar brezhoneg evit an dud a vicher er c'hleweled gant Stephanie Coquillon, kenurzhierez pedagogel e Films en Bretagne
Kronikenn Laetitia : an TDN a vez distummet gant ar spont
Keleier gant Erwan Blanchard