Berniań tredan gant rodoł inertiezh
Ne vez ket miret an tredan. Alies e vez rebechet d'an energiezhioł padus ne broduont ket dizean. Penaos pourveziń tredan fotovoltaek en un doare reoliek ma 'z eus koumoul o tremen, pe c'hoazh e-pad an noz?
Strollań ur greizenn fotovoltaek gant mamennoł all zo tu ober: rodoł-avel, biogaz da skouer. Treuzfeurmiń an tredan dreist-produet a zo tu ober dindan ur stumm all ivez. En un doare kimiek, gant battiri. Ar gudenn ganto eo int saotrus hag e kolont o galoud pa vezont implijet re alies. Hidrogez zo tu produińivez met tarzhań a c'hell ober aes. Kreizennoł treuzkas energiezh dre pompań a zo mod-all. Savet e vez dour d'ur stankell d'unan uheloc'h. Pa vez laosket an dour da zisken en-dro e c'heller dastum 90% eus an energiezh bet implijet da sevel anezhi. Tri-ugent kreizenn eus ar seurt gant ur galloudegezh ouzhpenn 1 000 Mega Watt a zo e giz-se a-dreuz ar Bed. E China, Japan, er Stadoł-Unanet hag e Frańs dreist-holl. Met ret eo d'an torosennadur bezań gouest da brofań un diliveadur bras a-walc'h.
97% an askorad
Abaoe pell e anavezer ar rodoł inertiek hag alies e vez graet ganto er c'hefluskerioł termek. Pa dro ar rod he deus energiezh sinetek a zo gouest da stabilaat kefluskerioł ar c'hirri pe c'hoazh da broduiń tredan ma vez liammet gant ur pebeiler. War ziorren ez a an teknologiezh-se. E miz Gwengolo eo bet digoret ul labouradeg a-ratoz e Troyes gant an embregerezh Levisys. 14 milion e euroioł a zo bet postet eno gant ar pal produiń kant rod-inertiezh ar bloaz. 97% eo askorad ar sistem-se. E karbon emań ar rod ha dougenet e vez gant energiezh magnetek evit izelaat ar rimiadurioł.
Ekologiezh gant betońs
Eus he du eo gant betońs en deus savet an embregerezh Energiestro e rod inertiez. 1,7 tonenn betońs a zo en ur ruilhenn 80 santimetrad he dreuskiz. Marc'hatmatoc'h eo ar betoń eget an dir. Solut-tre eo e-keńver ar kenwaskadur met bresk ouzh ar sach. Pa dro buan ar rod eo keńv nerzh ar sach. Gwiennoł a zo bet lakaet er betońs neuze evit ma ne bruzunfe ket ar ruihlenn. Ar bloaz o tont e tlefe ar sistem-se bezań lakaet e gwerzh. A drugarez d'ar meizad-se e vo div wech marc'hatmatoc'h ar kWh stoket gant rodoł inertiezh e-keńver batiri litiom-ion. E-pad un eurvezh e vo tu stokiń energiezh da gentań met tizhout ur padelezh un devez eo ar pal war hir dermen.
Rod inertiezh metro Roazhon
Kreizennoł gant rodoł inertiezh a zo dija evit an tredan er Stadoł-Unanet, e Kanada, e Island. E Breizh e vez graet gant ar meizad-se ivez. Ur rod 2,5 tonenn a zo staliet e arsav tiez-gar metro Roazhon. E lec'h treuzfurmiń dindan tommer an energiezh a vez produet dre gustum pa stard an tren-buzug e vez lakaet ar rod-se da dreiń. Treuzkaset e vez goude-se d'unan eus ar 24 tren a zo war al linenn evit o sikour da loc'hań. 230 Mwh a vez espernet e giz-se, kement ha 11 devez bevezadur ar metro.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :