Notenn : Puilh eo an niver a droio¨-lavar ha ke˝veriadenno¨ liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurio¨ muia˝-karet neuze !
Geriaoueg bronnek ar sizhun (dre urzh al lizherenneg pe dost) :

Bronn* (unander), divronn (daouad), bronno¨ (liester)

Notenn : implijet e vez divronn evit an dud ha bronno¨ evit al loened

Askre : lec'h etre an divronn, kreiz, sez ar santado¨ : eienenn ar vuhez dre astenn
Beg/Penn ar bronno¨, bronnenn* : organ gwagrennek ar bruched ma tever al laezh diouta˝ p'o devez bet bugale
Beza˝ ouzh ar vronn : ur babig ha n'eo ket dizonet c'hoazh, ac'h ev laezh o tont eus ar vruched.
Brennid* : lodenn eus an divskoaz a ya betek laez ar c'horf
Brennidenn* : pezh-dilhad a vez lakaet evit dougen an divronn
Bronn* : spego¨ ar morgazhed peg ouzh o brec'hio¨, trao¨ koe˝vet, kreskenno¨ legumaj, trao¨ kromm (beg ur pod, ul lestr, ur chuk).
Bronneg(ed)* : rummad loened mellkeineged mammalia
Bronnek : bruchedet-mat
Brondua˝ : Gloaz ma ra ar gwad takado¨ du pe c'hlas-du (diwar bronn ha du)
Bronnig* laezh, bronn ar varaenn : koe˝vadenn war ur varaenn el lec'h m'ema˝ bet o steki˝ ouzh un all er forn
Bronnig* ar c'had, ar c'havr, pe Bronno¨-koukoug : bleu˝v gwezvoud
Bronn-vor* : divellkeineg eus ar spesad actinaria
Bruchedi˝ : en em harpa˝ war e vruched
C'hweza˝ e vruched : c'hweza˝ e skevent evit ober van da veza˝ kre˝v
Dispaka˝ e vronno¨ : diskouez e vruched d'an dud
Kerc'henn* :rann ar c'horf zo en-dro d'ar gouzoug, bruched dre astenn
Rei˝ bronn, bronna˝ : maga˝ ar babigo¨ = rei˝ chukig
Rei˝ bronn d'ar bal : diskuizha˝ o kemer harp war ar bal. Beza˝ lezirek.
Pod-bronner : bured. Boutailhadig e lec'h ma lakaer laezh d'ar vugale.
Ur banne bronn :banne laezh roet d'ar babigo¨

Bommo¨-bruch, Boubeno¨, Boursello¨, Brusk, Cheltrenno¨*, Flojenno¨*, Forfailho¨, Gwrez*, Javen, Kabino¨, Kalon*, Kaolenn*, Kaouledenn*, Kaol-irvin, Krubuilh, Lommo¨, Nunu, Peultrin, Sac'had bleud, Stal*, Stomog, Takenn*, Tezh : Anvio¨ poblek an divronn

Boubou, Bouik, Chuk, Sukig : Divronn e yezh ar vugale
Mammenno¨ :
Geriadurio¨ : an Here, Reun ar Glev, Geriahudur ar brezhoneg, Geriadur Galleg-Brezhoneg Martial MÚnard
Enlinenn : devri, wikeriadur, Favereau
Levrio¨ : Eostad Gireg Konan

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :