Gant Loeiz Elegoet ha Jorj Provost, daou gelenner war an Istor, 'zo bet savet ul levr a-bouez war istor relijiel ar Folgoad. Ur barrez chouk Lesneven eo ar Folgoad lec'h ma 'zo aozet, d'ar sadorn kenta˝ a viz Gwengolo, ur pardon bras tre hag important tre evit kristenien Bro-Leon a fell dezho renta˝ enor da Varia. E fin ar 14vet kantved 'oa koma˝set istor ar pardon 'ma˝. Hudu e chom ar Folgoad a-bouez 'vit tud ar vro. Disadorn 'noant diskouezhet Loeiz Elegoet ha Jorj Provost o levr 'zo embannet gant Coop Breizh 'ba Lesneven ha 'ba Plouzeniel da ge˝ver ar Forum. Berzh 'ra al levr 'vel 'pezh 'neus kontet Loeiz Elegoet da Erwan Blanchard.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :