Un devezh harzh-labour 'oa dec'h 'ban Ospitalio¨ publik 'ba Fra˝s diwar galv ar stroll "Inter-Ospitalio¨". Diaes ar jeu 'vit 6 ospital diwar 10 'ba Fra˝s ha war washaat 'yaio an trao¨ 'blam d'ar raktres arc'hanti˝ ar surentez sokial 'zo war ar stern: 'vo ret espern 800 million a euroio¨ e 2020 'pa 'ya an ezhommo¨ war greski˝. Abaoe mizio¨ 'zo medisined, kla˝vdiourien pe c'hoazh skoazellerezed-kla˝vdiour o stourm 'vit kaout muioc'h a arc'hant, muioc'h a blaso¨ 'ban Ospitalio¨ ha gellout soagni˝ an holl dud. Goulennet 'zo tuta muioc'h a dud a-vicher, kla˝vdiourien ha kement 'zo rak beuzet 'zo ul lodenn vat anezho gant al labour 'neunt da gas. Alies 'vezont paeet fall ha rediet da labourat ouzhpenn 'pezh 'zo dleet. Kement 'ma˝ 'zo kaoz 'oa manifestadego¨ e pep lec'h 'ba Fra˝s. 'Ba Breizh 'oa 400 den o vanifesti˝ 'ba Brest, 500 'ba Kemper, manifestadego¨ 'ba Lannuon, Montroulez, Pempoull, Dinan. 200 medisin 'oa bodet dirak Ospital Pontchaillou 'ba Roazhon. Ar pal eo lakaat gwask war gouarnamant Bro-C'hall. 'Benn fin ar miz 'vo kinnigetgant Agnes Buzyun, ministrez ar yec'hed, "ur steu˝v da souten" an Ospitalio¨. Gwenole Korneg 'zo psikiatr 'ba Ospital Landerne 'noa graet harzh-labour dec'h. Evita˝ 'zo peadra da vout ankeniet gant stad an Ospitalio¨. Gant Erwan Blanchard.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :