Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Kronikenn ar pobloù

Peseurt yezh a vez klevet e-kreiz koad an Amazonia ? Pet pobl a zo 'veviñ e Bro-Nepal ? 'Blam da betra ne vez ket safaret oubic'heg ken ? Pelec'h emañ an Aïnoued o chom ? Piv eo Cristina Calderón ? Ar respontoù a vo roet deoc'h er gronikenn-mañ !

3 munut

Abadenn diwezhañ 30.09.2020

Pezhioù-kanol en Nagorny-Karabac'hPezhioù-kanol en Nagorny-Karabac'h

Armenianed, Azeried hag an Nagorny-Karabac'h

Diklaret ar brezel e Nagorny-Karabac'h en-dro adarre ! Abaoe kant vloaz 'zo kazimant 'vez an Armenianed hag an Azeried oc'h en em gannañ ingal evit kontroliñ an tamm douar-se. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 'oa bet lazhet tro 30 000 den eno e-pad ar brezel.