Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ar gouloù-lutig

Ur bannac'hig sklêrijenn e yezh ar vro...bep Sadorn diwezhañ ar miz da 9e beure...adskignet ar Yaou war-lerc'h da 8e30 noz ! Hag e plas an abadenn pa na vez ket dionti, ur playlist kanaouennoù brezhonek !

30 munut

Abadenn diwezhañ 04.04.2020

Memor an adlodennañ e Pont-Melvez (6)

With : Jean Georgelin, Annick Druilhenneg

C'hwec'hvet tamm un heuliad abadennoù diwar-benn an adlodennañ a oa graet e Pont-Melvez e bloavezhioù 1960. E miz ar Foenn 2018 oan bet o welet ba Plouvagor, Jean Georgelin, bet ganet e Pont-Melvez d'an 13 a viz Mae 1929, hag e wreg Annick Druilhenneg, bet ganet e Gurunuhel d'an 20 a viz Foenn 1938. 'B'ar bloavezhioù 1960, e-kerzh ar "remembrement", oa bet graet gante ur feurm nevez, 'ba Channezou, e Pont-Melvez, lec'h oa douar brug ha lann.