"Echuiñ ar bloavezh skol gant tout an dud, evel ma oa bet kroget"
Distroet eo kazi an holl vugale e skol Diwan Landerne dec'h. Emañ Patricia Kere-Tassel, renourezh ar skol, deus mikro Erwan Blanchard.
selaouit ar pennad-kaoz
Dilennadegoù en Oriant : efedoù ar C'hovid-19 war ar prantad kabaliñ
gant Gael Briand, er pemp renk war al listennad "An Oriant Boutin". Emañ deus mikro Erwan Blañchard
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :

« Mougañ a ran », 'n eus adlâret Cedric Chouviat dre 7 gwezh a-raog koll anaoudegezh.
Diskoachet zo bet dec'h disoc'hoù studi videoioù deus an darvoud 'n eus kaset da varv an den 42 vloaz.

Dec'h o deus polisierien manifestet dirag prefeti ar Seine-Sant-Denez, diwar c'halv ar sindikad Alliance. Klemm a reont enep ar frazenn skrivet a-huz d'ul livadur-voger e koun Adama Traore ha George Floyd, o lâret « enep ar ouennelouriezh ha feulster ar polis ».

Echuet vo a-raog pell gant al labour deus a-bell. Ur protokol nevez a vo diskoachet gant ar gouarnamant e doug ar sizhun, war ar reolennoù da zoujañ deuhouto en embregerezhioù.

400 post labour a vo lemmet kuit e Lanuon gant ar stal Nokia.

Ar c'hompagnunezhioù Low-Cost vo difennet dezho kinnig linennoù karr-nij berr-hirentadoù ivez, ouzhpenn da AirFrance.

Tremen a raio hiriv an tamperadurioù a-huz d'an 30 derez e bro C'hall.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :