Ar miz-mañ en abadenn « Sevenadurioù » e vo kaoz eus an debriñ hag an evañ e Breizh.
Ha petra gwelloc'h eget ar boued evit komz eus sevenadur ar Vro ?!
Kig ha farz, krampouezh, amann, ... sed aze boued hag a ziskouez Breizh, met ouzhpenn ar c'hig ha farz zo er vuhez memestra !
An debriñ hag an evañ, an doareoù da fardañ an traoù, da zaremprediñ gant ar re all pa 'z eer ouzh taol e Breizh, a zo ur mare dibar e sevenadur Breizh.
Er gevredigezh hengounel e veze niverus an digarezioù d'en em gavout asambles evit debriñ hag evañ ha lod eus an traoù dibar a rae identelezh ar vro gwechall a zo gwir c'hoazh hiziv an deiz ha deus se e vo kaoz en abadenn-mañ.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :