Nebeutoc'h a arc'hant evit an natur
Digresket pe dilamet e vez kalzig a yalc'hado¨ d'ar c'hevredigezhio¨ ekologel, gant strollegezhio¨ tiriadel. Ne roio netra ken departamant ar Mor-Bihan da Breizh Vev. E rannvro PACA eo bet paouezet da arc'hantaoui˝ ar Criirad ha rannet eo bet dre zaou ar yalc'hado¨ e Auvergne-Rh˘ne-Alpes.
Un aozadur enklask dizalc'h war ar skinoberiegezh eo ar c'hCriirad. Divizet eo bet gant rannvro PACA, Christian Estrosi en he fenn, lemel ar 100 000 euro a veze roet betek hen evit ober war dro ur rouedad balizenno¨ a vuzuilh skinoberiegezh an dour hag an aer. Arguzennet eo bet eo kefridi Pennadurezh ar Surentez Nukleel ober al labour-se dija. Gouzout a ra an dra-se ar c'hCriirad met respont a ra ne fell ket dezhi leuskel monopol muzulia˝ ar saotradur d'an aozadur foran, kuit ma vefe kontet gevier ganta˝ e-giz ma oa c'hoarvezet da vare gwallzarvoud Tchernobyl.
Gant ar rannvroio¨ a zeou
Gant Laurent Wauquiez e penn rannvro Auvergne-Rh˘ne-Alpes eo bet digresket dre zaou an arc'hant roet d'ar gengevredad France Nature Environnement. 35% nebeutoc'h a vo dasparzhet da kevredigezhio¨ rannvro Hauts-de-France, meret gant Xavier Bertrand. E rannvro Ile-de-France eo 429 687 Č ne vint ket roet ken gant ValÚrie Pecresse da 42 gevredigezh, darn anezho o labourat evit an endro.
Implijo¨ nebeutoc'h
Implijo¨ a vez dilamet e kevredigezhio¨ zo. 9 goprad a vo skarzhet gant Breizh Vev abalamour ma 'z eo bet divizet gant departamant ar Mor-Bihan dilemel ur yalc'had 55 000 euro. Displeget en deus Franšois Goulard n'eo ket evit arc'hantaoui˝ ken kevredigezhio¨ a zoug klemm a-enep raktreso¨ an departamant dirak ar justis. Ur galv da emezela˝ a zo bet la˝set gant ar gevredigezh neuze evit he souten.
Liesaat ar gounido¨
Evit ur gevredigezh vras e-giz Kevre evit gwarez al laboused eo 592 000 euro nebeutoc'h a c'hounido¨ a zo bet resevet e 2016 e-ke˝ver 2015. N'ema˝ ket en arvar ar gevredigezh dre ma ne oa ket yalc'hado¨ gouestlet d'ar mont-en-dro. Ouzhpenn-se e vez arc'hantaouet 60% eus dispigno¨ ar gevredigezh gant ar gennad prevez: pourchaso¨, roado¨ pe gwerzhio¨. Evit kevredigezhio¨ bihanoc'h n'eo ken anat atav, pa vez arc'hantaouet ar bras eus ar budjed mont-en-dro gant yalc'hado¨.
Gant ar Stad ivez
N'eo ket gant strollegezhio¨ meret gant an tu-deou e vez espernet arc'hant war kein an ekologiezh nemetken. 230 000 euro nebeutoc'h a vo roet gant ar Stad ivez da kevredigezhio¨ a labour evit rei˝ muioc'h a blas d'ar c'hezeg-houarn. Ke˝veriet eo bet gant Olivier Razemon war e blog e talvez ar sammad-se kement ha 16 metrad linenn tramway, 37 bonus evit prena˝ kirri tredan pe evit sevel 37 metrad gour-hent.

Version du player dÚsirÚe.

Code Ó insÚrer dans vos pages :

RÚsultat obtenu :