Ur meziant eo firefox os a vez staliet àr ar pellgomzerioù smartphone da c'hellout gober gete : pellgomz, kas kemennadennoù, pellgargiñ traoù a-bep seurt ha c'hoazh. Ar mem tra evit ar re vrudetoc'h anvet android pe Ios evit ar re iphone. Dre m'emañ digor Mozilla, ar stal a ra àr-dro Firefox e c'hell an neb a gar kemer perzh ha gwellaat ar meziant. Setu m'o deus tud ar gevredigezh an Drouizig graet ar labour troiñ hag e vo moaien implij ar meiziant e brezhoneg edan berr. Selaouamp Alan Monfort, unan anezhe a zispleg deomp o feson d'ober.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :