Paramérage du lecteur exportable pour l'épisode :Kumun Benac'h "Village étape"

Gant kumun Benac'h, e bro Dreger, 'oa bet tapet al label 'village étape' ar miz tremenet.
Abaoe arlene 'oar gumun o labourat hardi evit se. Na'neo ket ar wezh kentañ zo labouret war se, e 2005 'oa bet c'hoazh. Met ne oa ket bet al label gant an diouer a gambroù da lojañ tud, pezh zo gwellaet abaoe.
Graet eo al label-mañ da gelaouiñ an dud a gas hent, dê da c'hoût pelec'h zo tu d'ober un tamm diskrog, kement ha debriñ, diskuizhañ, pe c'hoazh ober prenañioù, hep redek bro ha 'n em gavout e fri war ar gloued.
'Mañ Benac'h war vord an hent bras etre Roazon ha Brest end-eeun. Gant ar c'huzul-kêr zo bet labouret war an doser, harpet un tamm mat gant ti an douristed, ha daneuze gant koñversanted, artizaned hag arzourien, raok na day ar gumuniezh kumunioù er fin tout. Evit pemp bloaz e talv al label « vilajétap ».
Selaouomp pelloc'h digant François Ar Marc'heg, maer Benac'h. Gant Yann-Bêr Gwiader en RKB.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :