Ur bagad stumm nevez a vo get sonerion a Vreizh, a Bortugal, Asturi ha Galicia.
Evit ar wezh ketañ e vo tolpet sonerion hengounel en ur strollad ag ar broioù-se. Daet eo ar soñj ba pennoù lod sonerion eno ha setu graet àr-dro ar raktres get Marie Le Cam, sonourez er gevrenn alre. En termen-mañ emañ é vrudiñ ar raktres da glask sonerion e bep bro-se prest da gemer perzh. Ar pal eo kenlabourat ha gellout kinnig ur sonadeg a-feson 'benn an hanv 2019 ba emvod ar gelted. Hiroc'h e lara Marie Le Cam deomp a-ziàr an tonioù.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :