Arru omp gant ar pevare devezh skarzhañ ar ZAD e Kernitron al Lann. Abaoe dilun ma oa bet staget ganti zo klasket diskwel harpañ an dud war ar ZAD, e meur a lec'h ha dre veur a vod. Dimeurzh 'oa bodet tud dirak an uzin Nobelsport e Pont ar Veuzenn, 'kichen Kastellin, kement ha desachañ archerien eno da skouer. En departamant an Drome hirie eo bet aloubet ti-kêr Die, gant ur c'hant bennaket a dud. Met a-raok se, dimeurzh dija, 'oa bet graet kement all e Tremargad, parrouz vihan e kreiz Breizh, 200 a dud o chom enni. Aloubet an ti-kêr gant ur 15 bennaket a dud, hag un trakteur da-heul memes tra. War don ar fent 'oa bet graet, ar soñj 'oa skrapañ ha derc'hel an intron vaerez, met diaes an dra p'emañ-hi a-du gant goulennoù ar vanifesterien, 'enep doareoù feuls an archerien, hag evit ma vo difennet an dud hag an douaroù. Un tamm sell war an ambiañs eno dimeurzh 'ta, gant TK.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :