Ur guzuliadeg foran a zo bet digoret ur sizhunvezh 'zo gant ar gouarnamant, da c'hoût ma tlefe bezañ difennet implij al lzouoù chimik war vadennadoù douar stok d'an tier. Goulennet vez o soñj digant ar fransizen war ar sujed-se, mez disemglev braz a zo etre pep tu, difennerien an endro, labourerien douar, ha gouarnamant. Al labourerien douar a ra gant al louzoù chimik a zo en o maloz. Gervel a ra ul lodenn vat deus ar sindikadoù departamant FDSEA da stourm enep ur seurt lezenn. Adalek dilun o deus embannet kas oberezioù stourm da benn.

Ministrez ar Yerc'hed hi a zo evit heuliañ d'ar muiañ tout ali Ajañs Broadel Surentez ar Yerc'hed, an ANSES, da lâret eo e vefe difennet implij ar pestisidoù war ur vandennad 5 metrad pellder deus an tier evit ar parkadoù gounidgezh izel (ed, pe betarabez da skouer), ha 10 metrad evit ar gwerjezennoù. Kalz nebeutoc'h eget ar pezh a voe bet klasket ober gant maer kumun Langoed, en Il-ha-Gwilen. Daniel Kueff 'n oe eñ difennet implij al louzou chimik war ur vandennad 150 metrad deus an tier war e gumun.

Selaouomp soñj Mark Kerrain, bet o tifenn Daniel Kueff dirag al lez-varn, ha parkeier dreñv e di eñ e-unan evel just...

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :