Sevel un abadenn war ar skinwell gant arzourien hag a gan e yezhoù bro! Sed aze danvez al lizher 'zo bet kaset da Stephane Bern e-kerzh an hañv gant Billy Furney 'zo soner ha kaner an arpitaneg, ur yezh komzet 'ba Franche-Comté. Ar galv 'zo bet sinet gant 9 arzour yaouank en o zouez Perrynn Bleunven eus Plabenneg. Pal Billy Furney 'zo diskouezh talvoudegezh ar yezhoù bro a chom kuzhet 'ba Republik Bro-C'hall. Hervezañ eo ar yezhoù bro lodennoù a-bouez eus glad Frañs. Kompren 'rit gwelloc'h 'pezh 'neus lakaet 'nañ da gas al lizher d'an animatour tele 'zo brudet a-drugarez d'e abadennoù war Istor ha glad Bro-C'hall. Muioc'h a displegadennoù gant Perrynn Bleunven kanerez ha sonaozourez 'neus gounezet an Taol lañs 'ba Langoned da geñver Gouel Broadel ar Brezhoneg ar bloaz 'mañ. Gant Erwan Blanchard.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :