Emañ Antonio Guterres, sekretour meur an ONU, gant ar pal reiñ lañs d'ur c'henlabour politikel hag ekonomikel etrevroadel, hag a gasfe ar broioù, an embregerezhioù hag ar strolladoù tud da dizout pal Emglev Paris 2015. Met erru eo difennerien an endro skuizh gant an emgavioù braz hag ar promesoù brav. Evit lakaat gwask war ar bolitikerien, oa raktreset 'baoe pell 'zo gant ur bern kevredigezhioù er bed a-bezh aozañ ar c'hentañ Harz Labour evit an Hin, ha Tro Bale evit an Hin, just a-raog deiziad Kuzuliadeg an ONU.
Digwener neuze 'oa bet brasañ devezh etrevroadel manifestadegoù evit an hin en istor. Hervez al luskad amerikan Sunrise zo bet gwelet 4 million a dud er straedoù a dreuz ar bed. Greta Thunberg 'oe hi asambles gant 250 000 manifestour e straedoù Manhattan 'ba New York 'ba Stadoù-Unanet. Al liseadez deus bro Sued an hini eo 'neus roet lañs d'ar stourm. 'Ba Roazhon e oa 2 500 den yaouank er straedoù.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :