Manifestet e oa a-enep da adkempenn ar mod da jedi˝ live al leveo¨ 'vo paeet en dazont. Fell 'ra da Emmanuel Macron, pdt Bro C'hall, kroui˝ ur sistem hollvedell: 1 euro paeet gant pep hini ac'hanomp 'roio memes gwirio¨ war al leve d'an holl. Hiraet eo bet ar prantad da skodenni˝ dija : muioc'h 'vit 43 bloaz 'vo ret d'ar re 'zo ganet e 1974 ha war lerc'h. met gall'ra an nen mont war e leve d'an oad a 62 vloaz. 'Pezh ne 'vo ket che˝chet gant al lezenn sanset met gant ar sistem 'zo kinniget e rankfe an nen labourat muioc'h 'vit gellout kaout ul leve leun pe d'an nebeuta˝ dereat gant ur sistem bonus-malus. Jean Paul Delevoye 'ni 'zo bet fiziet enna˝ kas al labour da brienti˝ an adkempenn 'neus roet an ali jedi˝ an oad mat da vont war e leve e-ke˝ver ar spi beva˝. Kaset eo bet an danevell da benno¨ meur ar Stad. Divizet eo bet rei˝ da voti˝ al lezenn d'an deputeed 'benn an ha˝v kenta˝. War ar seblant 'vo aozet kuzuliadego¨ gant keodedourien ha gant ar sindikado¨ ivez. Sindikado¨ 'oa war ar straedo¨ dec'h 'ba Breizh ha 'ba Fra˝s a-bezh. 'Ba Brest 'zo bet 1500 den o vanifesti˝ memestra, nebeut tre a dud yaouank, dreistholl tud hag a zo war an oad, deuet da vanifesti˝ 'vit an dud yaouank. 'Vel Pascal a sonj 'ba dazont e vugale. Gant Erwan Blanchard.

Version du player dÚsirÚe.

Code Ó insÚrer dans vos pages :

RÚsultat obtenu :