'Ba Breizh, Nullet eo gant lez-varn melestradurel Roazhon an arrete 'oa embannet gant maer Plouneour-Menez 'vit difenn implijout ar pesticid 'war douaroù ar gumun 'zo 'ba Menez are. N'eo ket souezhus rak nullet 'oa bet nevez 'zo an arrete 'oa savet gant maer Langouet, Daniel Cueff.. Embannet 'neus ar barner n'eo nemet ministr al labour-douar c'hall divizout penoas implijout produioù fitosaniter. Gwareziñ an natur, gwareziñ an dud ha dreistholl annezidi 'zo 'zo 'ba Plouneour-Menez o chom. War dro 300 anezho a eva dour puñs 'ba Plouneour bemdez hag eienoù dour 'zo 'bar barrez. Displegadennoù gant Ernest Gereec, bet maer Plouneour 'pad 18 vloaz. Souten 'ra 'vel just Jean-Michel Parcheminal. Ernest Gereec ouzh mikro Erwan Blanchard.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :