E bro C'hall a-bezh e vo lidet an degouezh gant ar c'humuniezhioù a-benn pemzektez ac'hann. D'ar 16 ha d'ar 17 a viz Du, e vo digoret o dorioù d'an holl gant ar gompagnuned. Evit Kumuniezh Kemper eo ur bloavezh ispisial gaozen 'vo lidet he 30 vloaz ouzhpenn. Gabriel Bouroulleg a zo ezel deus kevredigezh Emmaus Kemper. Kontiñ a ra penaos eo ganet Emmaus er bloavezh 1949, nebeut amzer goude ar brezel, deus mikroTunvezh Gwlagen-Grandjean.
Ur bern darvoudoù a vo e bro Gemper evit lidañ an 30 vloaz : ha kerkent bennarc'hoaz e vo skignet ar film « Nouvelle Cordée » diwar benn an tiriadoù hep-den-dilabour. Teul-film Marie-Monique Robin, sevenourez brudet, « Le Monde selon Monsanto » da skouer. Skignet e vo e sinema Katorza Kemper 'benndiriaou d'abardaez.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :