E bro Voulvriag, e kreisteiz Gwengamp, zo raktres da sevel tourioù-avel, kement ha produiñ tredan. Met 'mañ ket akord an holl diwar-dro gant se. Rebechet zo 'rafe drouk da yec'hed an dud hag al loened, ha rebechet ivez na vefe ket bet graet en ur mod demokratel ha doujet da ali an dud. Dre se zo savet ur stroll tud d'en em reiñ da glevet. Dec'h 'oa bodet un ugent anezhe war an dachenn, 'kreiz parkeier ma zo tourioù avel da vezañ savet, reoù 180 metrad evit ar re uhelañ. Selaouomp Laurent Gall, unan deus ar re 'deus savet ar stroll ha Serge ar C'houeroù, labourer-douar, an hini tostañ deus an dachenn. Gant Tudual Karluer.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :