Hudu 'vo digoret Saloñs al labour-douar 'ba Pariz 'vit an dud a vicher. Al lec'h to be eo 'vit an dud 'zo o 'ba perzh al labour-douar: produerien, peizanted, embregerezhioù da werzhañ mekanikoù, ha saverien chatal 'vel just!. Michel Argouarc'h 'zo saver saout Armoricaine 'ba Gwineventer, 'kichen, Landerne, 'zo aet da Bariz da diskouezh unan eus e saout, Heizh hec'h anv. Brudañ ur ouenn 'zo bresk tre gaozen ne chom nemet 250 buoc'h a ouenn Armoricaine ken 'zo unan eus palioù Michel. Ha koulskoude 'vije kavet seurt saout 'ba pep lec'h 'ba Breizh beket fin ar bloavezhioù 60. Gant e familh eo aet Michel Argouarc'h da Bariz. Gant e wreg, Anne-Emmanuelle, 'vo kinniget ar vuoc'h "Heizh". Gant Erwan Blanchard.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :