Dimerc'her 'n eus ar gouarnamant gall hiraet ar maread ma c'hell strizhaat gwirioù an dud, a-benn mont enep red ar c'hleñved Kovid 19. E Bourdel da skouer n'hell ket an dud bezañ e strolladoù muioc'h evit dek den en ul lec'h foran. Mez, hervez ar Von-Reizh, n'hell kat an aotrouniezhioù gall mestroniañ ar pezh a vez graet el lec'hioù prevez koulskoude. E kontrol d'ar pezh a vez er Rouantelezh Unanet.

Dibaoe dilun zo reolennoù nevez e Breizh Veur, graet « rule of six », reolenn ar c'hwec'h deuhouti, da strizhaat ar gwir da vezañ a-stroll. Reolennoù hag a zo disheñvel hervez ar vro : pe vefe an dud o chom e bro Saoz, e bro Skos, e bro Gembre pe e bro Iwerzhon an Hanternoz eo disheñvel ar munudoù.
Ha hervez reolenn ar c'hwec'h neuze, n'hell ket muioc'h eget 6 den bezañ bodet asambles. E bro Saoz eo gwir pe vefe en diabarzh pe en diavaez, el lec'hioù publik evel an ostalerioù, pe er gêr. Mez n'eo ket gwir reolenn ar c'hwec'h evit ar skolioù, ar Skolioù-Meur nag al lec'hioù labour.

Peter Timpson a zo ur Breton-Meur o chom e Dunedin, e bro Skos. Lâret a ra domp penaos kollet an dud un tammig gant ar cheñchamantoù reolennoù.

Version du player désirée.

Code à insérer dans vos pages :

Résultat obtenu :