Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne

La dernière guerre en Cornouaille

Ar bloaz-mañ emaomp ar bloavezh 2019. Pevar-ugent vloaz 'zo neuze e oa deklaret ar brezel. Ar « brezel diwezhañ » e-giz ma vez graet deusoutañ e brezhoneg. E-doug c'hwec'h vloaz e oa bet an Almañted, ar Frañsizien, ar Saozon, an Amerikaned, ar Russed, ar Boloneed ha lod all c'hoazh oc'h en em gannañ an eil re gant ar re all. E-doug c'hwec'h vloaz e oa bet lazhet tro tri-ugent milion a dud war an tamm douar-mañ. Kêrioù 'zo a oa bet distrujet penn-da-benn. Freuzet e oa bet ar pontoù, an heñchoù, an uzinoù, ar perzhier. Tregont milion a dud o doa ranket kuitaad o bro ha n'int ket deuet morse en-dro. N'eus ket bet par d'ar brezel-mañ morse e-pad an Istor Vras.
Benjamin Bouard a zo oc'h en em gavet asambles gant un ugent den deus Bro-Gerne, evito da gontañ deomp ar pezh o doa bevet e-pad ar brezel. Kalz traoù a vo da glevet : an « Okupasion », ar Resistañs, ar vuhez pemdez d'ar mare-se, ar bombardamanchoù, an STO pe c'hoazh an diportiñ.
Skignet bep Sul da 11e ha bep Meurzh da 7e noz e miz-Gwengolo.

29 minutes

Dernière émission 07.10.2019

Des femmes tondues à Rennes à la fin de la guerre (https://kristianhamon.blogspot.com)Des femmes tondues à Rennes à la fin de la guerre (https://kristianhamon.blogspot.com)

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #6 Les Américains arrivent

Les Américains sont arrivés ! Le 6 juin 1944, ils ont débarqués en Normandie ! Rapidement, la Bretagne est alors libérée au mois d'août. Mais la guerre n'est pas finie pour autant ! Les Allemands ne voulaient pas partir et plusieurs fois les Résistants ont dû les affronter. Certains d'entre eux ne sont même partis qu'à la fin de la guerre, en mai 1945, comme à Lorient. Dans le même temps, les prisonniers reviennent au pays alors que commence aussi l'Epuration ...