Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous proposent l'émission

Teñzor an istor

Un abadenn evit deskin istor bras Breizh, Bro C'hall met ivez ar bed a-bezh. Leun-chouk e vo ho spered war-lerc'h bezañ bet selaouet en abadenn-mañ.

30 minutes

Dernière émission 06.05.2020

Afer ar poezonioù

En abadenn-se e vo kaoz eus an aferioù poezon e-kerzh ren ar Roue Loeiz 14. Estreget un afer a zo met daou afer a-benn ar fin, etre 1666 ha 1682.
D'ar mare-se e oa Bro-C'hall ur vro gaer-meurbet e-touez broioù all Europa ; ur bern brezelioù a oa bet gounezet . Piv 'ta neuze a c'halle ijinañ e oa, er vro-se, ur rouedad bras a sorserien pe a veleien satanek hag a aoze oferennoù du pe aberzhioù tud ? Den ebet !
Gwashoc'h c'hoazh ! Ar bobl, divouezh, a zo kelaouet eus un dra spontus : an dorfedourion hag an ampoezonerezed a zo tost-tre eus Roue-Heol, Loeiz XIV.
Kontet 'vo deoc'h en abadenn-se neuze unan eus brasañ droukskouerioù, skandalioù ma faot deoc'h, Istor Frañs.