En diskar-amzer tremenet o doe labourerien Ofis Broadel ar C'hoadeier, an ONF, graet ur gerzhadeg vraz a dreuz ar vro. En em gavet voent holl e koad an Tro˝šais e departamant an Allier. Koant voent lakaat war wel penaos ya o labour war ziaesaat, ha penaos eo un da˝jer evit ar c'hoadeier o-unan. Mont a ra war washaat, dreist-holl dibaoe ma vez lakaet e pleustr ar C'hOP, Contrat d'Objectif et de Performance, e 2016.
Jean-Paul ar Rol a zo bet o labouri˝ evit an ONF betek 3 bloaz 'zo, p'eo aet war e leve. Gwelet en eus ar vicher o che˝ch e kerzh an 40 vloaz 'n eus tremenet en ti. Koulskoude en eus karet anezhi, e vicher.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :