E kerzh tro genta˝ an dilennadego¨ kŕr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennado¨ an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhio¨ e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc'ho¨. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c'hwec'h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc'h gant 30% deus ar mouzhio¨ gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhio¨.

Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudo¨ etre an div dro. Nebeut a efedo¨ 'n eus bet enkadenn ar c'hroronavirus war brogramm an div listennad genta˝. Setu da genta˝ ar pezh a vez lÔret gant Anna-Vari Chapalan, 11vet war listennad Isabelle Assih...

Kaoz a vo ivez deus ar fed ne vefe ket bet kavet emglev ebet e Kemper etre listennad an tu kleiz hag hini an ekolojisted.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :