Alje 57 zo ur romant brezhonek savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm.
Kaoz zo enna˝ eus ar "Genkiz Susini" hag eus ar jahina˝ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c'hall zoken.
Daoust ha gouest eo an nen da ziso˝jal euzhadenno¨ ar brezel ? Yann Lozac'h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeli˝, ne c'hell ket kaout an dizober eus an e˝vorenno¨ kriz-se o krignat e spered brema˝ m'eo distro d'e vro.
Da goulz an avalo¨, p'eo deuet ar poent d'ober sistr e teu war e spered e˝vor Tara, an Aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, "evel ur wagenn a zic'hoanag oc'h aloubi˝ e ene".
Tapet e oa bet en ur pech, e˝ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien.
Ul lennadenn gant Loik Jade
Ur skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrio¨, romanto¨ , ha danevello¨ e brezhoneg hag e galleg. Danevello¨ zo bet embannet ganta˝ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm.
Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c'hentelio¨ noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz.
Krog eo da skriva˝ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhio¨ hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezha˝. Dishe˝vel eo skriva˝ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezha˝ da hunvreal dre ma 'z eo un tammig hud.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :