Fin miz Here 'oa roet la˝s da 20vet festival Tan Miz Du. Ur festival da lakaat war wel an oberezhio¨ hag ar c'hevredigezhio¨ a labour war dro da sevenadur Breizh 'ba bro Montroulez. Kenurzhiet eo gant ar c'hevredad KLT (Kerne-Leon-Treger), ur c'hevredad hag a zo enna˝ 29 gevredigezh 'vel "Breizhtival", "AEP Diwan Montroulez", "Da˝s Treger", "Kafe brezhoneg" pe c'hoazh "Mat ar jeu". 50 abadenn, en holl, 'zo war roll Tan Miz Du ar bloaz 'ma˝. Deomp da c'hoűt hiroc'h war 'pezh eo deuet da vout Tan Miz Du gant Herve Rivoallon. Gant Erwan Blanchard.

Pinvidik eo roll an abadenno¨ 'zo kinniget da ge˝ver Tan Miz Du. 'Benn dimerc'her 'vo dalc'het ur brezegenn diwar Jean Guillerm 'ba ti an Holl 'ba Plistin pe, c'hoazh, 'benn disadorn 'vo kinniget ur staj deski˝ kana˝ aozet gant Hent telenn Breizh 'ba Plouneour-Menez. Ha diwezatoc'h, d'ar 15 a viz Du 'ba Skol Vreizh 'ba Montroulez 'teuio ar skrivagner Yvon Ollivier da gomz diwar benn e levr "Lettre Ó ceux qui ont renoncÚ Ó la Bretagne". War lec'hienn internet KLT e c'haller kaout roll an holl abadenno¨ 'zo aozet da ge˝ver 20vet bloaz Tan Miz Du.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :