Distroet eo departamant Aodoù-an-Arvor d'an tu kleiz !
Gant Kristian Koailh, da vezañ dilennet prezidant departamant nevez Aodoù-an-Arvor. Emañ deus mikro Erwan Blanchard Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : - Votet e vo al lezenn bioetek evit mat hiriv gant ar Vodadeg Vroadel. Ul lezenn anavezet fall gant an dud, daoust ma vez kavet enni muzulioù a bouezh evit ar pezh a ra Bugel-den. - Echuet eo gant ar vachelouriezh evel amprouenn vroadel penn da benn. - Skarzhet eo bet bro C'hall deus an Euro foball gwazed gant bro Swis, en tennadennoù er palioù, 5 da 4. - Un hentad leun a wall-zarvoudoù eo bet trede devezh Tro Bro C'hall dec'h.