Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean (Radio Kerne) pe Erwan Blanchard ha Reun Treger (eus Arvorig FM).

45 munut

Abadenn diwezhañ 14.06.2022

Hag an ospitalioù foran?

Stad bed ar yec'hed zo 'touesk an doseroù mallusañ ha pouezhusañ da dretiñ.
Ma ne fell ket d'ar gouarnamant bet dilennet e miz Mae paouez gant ar steuñv bet disec'het gantañ moienoù an ospitalioù, petra gortoz digant an deputeed da zont disul?
Youn Jardin, mouezh vrezhonek difennourien ospital publik Douarnenez, ha ledanoc'h eus holl ospitalioù publik Frañs.
(Ur sujed gant Laëtitia Fitamant)