a ginnig deoc'h
hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti
Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'hioù a faota da vrezhonegerion/-ezed 'zo hon lakaat da zizoloiñ.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.
Merwyn Sauerbrey, kalvez mod-kozh
Gant : Merwyn Sauerbrey
Merwyn a zo kalvez anehoñ, eñ laboura koadaj ar vro ewit sevel tier ha savadurioù. Hanv e embregerezh a zo « Koed 'ba'n ti ».
Bet on d'er gwelet àr ur chanter, e Rieg e Penn-er-Bed.
Eñ zo o sevel un ti-bier, Le Grain Du Ponant e hanv ha Merwyn en deus diskouezhet e vicher din.
Sonerezh :
-Valérie June : The Hour
- Delgres : Lanme la