a ginnig deoc'h
Petra eo an Internet ? Perak eo sall ar mor ? Penaos e ya ho hezoug en-dro ? Sed aze goulennoù a c'hell bezañ savet gant bugale ha koulskoude n'hon eus ket atav ur respont da reiñ dezho. Sed aze ur gronikenn 2 vunutenn evit kompren aes ha buhan traouigoù ar vuhez bemdeziek !
2vn evit kompren liv ar stered
2vn evit kompren perak n'eo an holl steredennoù ar memes liv. Pa seller deus an oabl da noz hep pellseller, hep teleskop, e seblant deomp eo an holl steredennoù ar memes liv. Ul liv gwenn. Reoù zo lemmoc'h evit reoù all met gwenn e seblant holl bezañ.
Padal n'eo ket ar memes liv an holl steredennoù a welomp en oabl. Gall a reomp bezañ glas, gwenn, ruz, oranjez, gwenn-glas a-wechoù... Met perak ez eus kement a livioù disheñvel gant ar stered neuze ?