Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ar Big a Gan

un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.

Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.

39 munut

Abadenn diwezhañ 16.02.2021

C'hwevrer 2021, arriued an erc'h !!

Setu embannet abadenn nevez Ar Big a Gan, get skolidi ha skoliadezed skol vamm Kliskoet (Gwened), re ar Gêr Nevez (An Oriant), re CM Ar Pont Douar (Brec'h), CE2/CM Ar Gourandel (Baod) ! Un abadenn sevenet evit ar vugale get sikour o skolader-ezed.

Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h, kuzulierez ar skolioù divyezheg publik er Mor-Bihan.