Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Naoned 'meus

Da 11e30 deus al Lun d'ar Gwener war Radio Kerne e Naoned, Naoned hon eus ! Kronikennoù, atersadennoù ha titouroù deus Breizh Uhel.

5 munut

Abadenn diwezhañ 29.03.2021

Buhez Bro-Naoned : le petit R

An davarn gevredigezhel Le Petit R a zo staliet e Sant-Ervlan. Laure ha Tiphaine, izili ar c'huzul-merañ, o deus displeget hiroc'h da Marianne.
Ouzhpenn evañ ur banne kafe pe chug-avaloù e c'heller ivez kemer-perzh d'an darvoudoù aozet gant ar gevredigezh.
Atalieroù a bep seurt a zo kinniget ganto ha lakaat a reont ivez ar stalioù lec'hel de gemer perzh.
Ur raktres vrav evit krouiñ liammoù gant an holl, tud ar c'harter pe c'hoazh annezidi Goueled Antr ha Koueron.