Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

A-ramp War'r Gomz

Dre glotennoù pe e komz plaen emañ barzhoniezh Breizh war wagennoù Radio Kerne ha Radio Naoned ! Testennoù arzourien hag arzourezed a vremañ hag an amzer dremenet a zeu da vev pa vezont lâret ha klevet.
Er gronikenn « A-ramp War'r Gomz », e yomp gant lusk yezh ar barzhed ha barzhezed breton, ha e teskomp war varzhoneiezh Vreizh gant enklaskerien pe arzourien.
Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias ha Tunvezh Glagen-Grandjean.

7 munut

Abadenn diwezhañ 12.04.2022

Marie-Pierre Laurens - Brezhoneg, yezh he bugaleaj

Gant : Marie-Pierre Laurens, Tomaz Laken

Marie-Pierre Laurens a zo deus bro Plestin. Brezhoneg oa yezh ar familh ha bet eo o vevañ e Pariz e-pad 20 vloaz. Skrivañ a ra barzhonegoù ha gounezet he doa priz Nevez-hañv ar barzhed e Plestin 'bloaz paset.
Emañ deus mikro Tomaz Laken